En em veuzin a ran E donder an dour En em deurel a ran 'vel un houlenn nevez En ur c'hortoz an deiz E kanan eviti Me a gan digalon Me a gan eviti En ur c'hortoz an deiz En ur c'hortoz an deiz N'he gortozan ket mui Nag er goanv nag en hanv Hag he skeud hag he c'horf 'ro buhez d'am c'halon Meur a wech he gwelan O tremen em sojoù Oc'h heulian va hunvre O tiskouezh din an hent Meur a wech he gwelan (bis) Dam di dam di dam di dam Didam Di di di di dam Di dam En em goll a garfen 'vel ur vag en donvor En em goll a garfen 'vel ur vag en donvor Netra ne blijfe din Nemet tec'hout ganti Ha ganti mont daved Ar sonjoù kevrinus War notennoù diroll Ho klaskan diouzh an noz Ha c'hwi 'giz un tasmant E tec'hit dishual War notennoù diroll (bis) Rannet he deus ennon Fulenn va daoulagad Morgousket eo pep tra An hanv 'zo aet da guz Ur wech c'hoazh e kanin An inizi kollet Ma teu 'dro an heol Da skedin war he dremm Ur wech c'hoazh e kanin (bis) En em veuzin a ran E donder an dour En em deurel a ran 'vel un houlenn nevez En ur c'hortoz an deiz E kanan eviti Me a gan digalon Me a gan eviti En ur c'hortoz an deiz (bis)
Du même artiste
Les amoureux du train de nuit
Le violonneux
Le cirque
Una nuez de cajù
Korriganed al lann
La vielle épave
Voyage à en perdre le nord
Miroir
Tempête sur Saint-Gué
Les oubliés de l'histoire
À propos de la chanson
Accord de
Vous pouvez changer d'instrument (guitare ou piano) dans les réglages - la roue crantée dans la barre de menu.