Intro : (x2) Korfoù goloet gant an erc'h hag astennet a-dreuz Kezeg brein hanter-zebret ha toullgofet Stroñs-distroñs eo ar wenodenn skornek Ar biziou bav prest d'ober pav atav ! (x2) Hag ez eus tiez dizor didoenn Hag ez eus kroazioù na vint biken savet Bez e welan roudoù tan an ifern Daeroù puilh a ruilh war va dremm C'hoarielloù torret hag enwadet Gwelloc'h ganin e vijen aet da zall Stlak ! Stlak ! Skrampañ war an douar Stlejañ buan aze hag ahont Aon ! Me n'am eus ket ! (x4) (x7) Ar fuzuilhoù ruset war an hent Son ur binioù-kozh a c'hellomp klevout o tont eus un toull-pri Un aezhenn o nijal kuit a zindan ar c'hoad Spont ! Un tokarn war va zreid ! Glav gwad ! Banniel ar vro a stlak evel ur boled Leun-chouk va beg gant dorn ar marv War sav ! Argad ! a yud ur vouezh er foz. Aon ! Me n'am eus ket ! (x4) ...
Du même artiste
Ni A Sell Ouzh an Heol
Eternellement
Klaukkala
Redadeg
Oltiin Nuoria
T'oublier
Hakaniemi
Ihala
Dublin
Kan Bale An A R B
À propos de la chanson
Accord de
Vous pouvez changer d'instrument (guitare ou piano) dans les réglages - la roue crantée dans la barre de menu.